Penaos diskouez ar brezel dre ar sonerezh ?
Status Quo In the Army Now karaoke
Original link
Blokad (galleg : Cluster) : hollad an notennoù a zo etre daou savied (uhelder notennoù), sonet holl war un dro.
Glissando : Tremen buan-tre eus an holl sonioù eus ar boud betek ar skiltr (pe ar c'hontrol)
Ostinato : Formulenn-ritm pe/ha formulenn-gerzenn a vez adwezhiet penn-da-benn ur pezh sonerezh.
Adwezhiañ : adlavaret (e sonerezh)
Thrène (ger gallek) : Kan a gañv evit ar c’hresianed.
Crescendo : nerzhenn a ya eus dous betek kreñv.

Stirad = registre

Dastalm : ritm

partition-thrène.flv
Original link
Ostinato Mars, an hini a zegas ar brezel
 

Penaos e vez awenet an arzourien gant ar brezelioù ?

Genel a ra ar brezelioù santimantoù kreñv. An arz zo un doare da ezteurel e santimantoù.
- Taolennoù , livadurioù...
- Kizelladurioù, filmoù... - Levrioù, da skouer Erich-Maria Remarque A l’Ouest rien de nouveau (brezel 39) ; Jonathan Littell Les Bienveillantes (Priz Goncourt)...
- Kanaouennoù, oberennoù sonerezh a bep seurt, poblek pe get.


Perak eo dedennus seurt oberennoù ?

(memes ma ne blijont ket deoc’h-c’hwi)


- Diell istorel
- Esparadenn a-fed teknik, a-fed ijin
- Eñvor, meulgan, marvnad zo doareoù da chom hep disoñjal an Istor hag an dud marv, da rentañ enor dezho.
- Un doare da stourm, evit ma ne vo ket mui eus seurt traoù
- Santout hag ezteurel from : aon, enkrez, diskoñfort, tristidigezh, breuriezh...
Jean Ferrat - potemkine
Original link
Gustav Holst zo ur sonaozour saoz (1874-1934). E varzhoneg sinfonek Ar planedennoù eo e oberenn vrudetañ. Kalz sonaozourien a zo bet awenet gant e labour, da skouer John Williams, ar sonaozour amerikan evit ar sinema en deus sonaozet Star Wars, E.T., Harry Potter, Indiana Jones...

Penaos e ro Penderecki sonioù ar brezel da vezañ klevet en e oberenn ?

Aon, enkrez, huchadennoù a vez roet da glevout dre :

. Nerzhenn greñv (penn kentañ)
. Stirad barr : sonioù uhel-tre, skiltr (penn kentañ)
. C'hoari gant niver ar binviji a son : ar binviji dre gerdin a zeu e-barzh tamm-ha-tamm (muioc’h-mui a c’harmoù)
C’hoari gant an didrouz trumm (02.22)

Dizurzh, spont a vez roet da glevout gant :

. Stiradoù a bep seurt (skiltr-tre, don-tre)
. . Sonlivioù a bep seurt, daoust ma ne vije nemet 1 familh binviji : ar binviji dre gerdin frotet

. Doareoù liesseurt da seniñ : gant ar wareg, pizzicato, koad ar wareg skoet gant ar c’herdin, koad ar wareg skoet gant taol ar benveg (01.37), glissando…
. An dastalm (ar ritm) luziet a ra van da vezañ dizurzh.

Ar c'hwitellerezhioù a vez marmouzet o son gant glissendi, tost pe bell hervez an nerzhenn

Dreistordinal eo an efed sonliv a vez roet.