Penaos e ro Penderecki sonioù ar brezel da vezañ klevet en e oberenn ?
Aon, enkrez, huchadennoù a vez roet da glevout dre :
. Nerzhenn greñv (penn kentañ)
. Stirad barr : sonioù uhel-tre, skiltr (penn kentañ)
. C'hoari gant niver ar binviji a son : ar binviji dre gerdin a zeu e-barzh tamm-ha-tamm (muioc’h-mui a c’harmoù)
C’hoari gant an didrouz trumm (02.22)
Dizurzh, spont a vez roet da glevout gant :
. Stiradoù a bep seurt (skiltr-tre, don-tre)
.
. Sonlivioù a bep seurt, daoust ma ne vije nemet 1 familh binviji : ar binviji dre gerdin frotet
. Doareoù liesseurt da seniñ : gant ar wareg, pizzicato, koad ar wareg skoet gant ar c’herdin, koad ar wareg skoet gant taol ar
benveg (01.37), glissando…
. An dastalm (ar ritm) luziet a ra van da vezañ dizurzh.
Ar c'hwitellerezhioù a vez marmouzet o son gant glissendi, tost pe bell hervez an nerzhenn
Dreistordinal eo an efed sonliv a vez roet.