Eilet : accompagné
A cappella : n’eo ket eilet gant binviji
Kan gregorian : un doare kan relijiel eus ar Grennamzer
Kor : strollad kanerien
Yezhoù* boutin : ar yezhoù ha n’int ket al latin. Gwezhall e komze latin an dud desket, ar yezhoù all oa evit tud ar bobl.
Unvouezhiezh* : kan dre ur vouezh nemeti (ur gerzenn nemeti, memes ma z’eus meur a zen o kanañ anezhi)
Liesvouezhiezh* : Kan dre meur a vouezh disheñvel (meur a gerzenn)
Soloour : Kaner pe soner-benveg a son ur gerzenn e-unan.
Kerzenn* : Melodienn*