5 Ha moien 'zo d'ober aon dre ar sonerezh ?
Evit digeriñ ar pennad...
Original link
Wolfgang Amadeus Mozart — Wikipedia
Wolfgang Amadeus Mozart ( distagadur alamanek : [ˈvɔlfɡaŋ amaˈdeus ˈmoːtsaʁt] ), Johannes Chrysostomus Wolfgangus Theophilus Mozart eus e anv badez, ( 27 a viz Genver 1756 e Salzbourg - 5 a viz Kerzu 1791 e Vienna ), a oa ur muzikour hag ur sonaozour. Barnet e vez evel unan eus ar vuzikourien wellañ eus ar marevezh klasel. Marvet eo bet en oad a 35 vloaz. Laosket en deus un oberenn vras ha liesseurt. Ur soner dreist-ampart e oa er piano hag er violoñs.
Original link
Dies Irae - Mozart - Requiem - Claudio Abbado
Original link

Penaos ober aon dre ar sonerezh ?


. Dibab mat ar binviji-sonerezh implijet : Binviji dre dos, kouevrelloù, kerdin skiltr, kerdin don… ograoù…

. Ober « tremolo »-ioù gant ar c’herdin. An « tremolo » (a dalv « krenadenn » en italianeg) a ro ar santimant e kren ar son.

. Implijout sonlivioù dic’hortoz : kleier, gwagennoù Martenot (trouz tasmantoù), tud o chuchumuchiñ...

. Plantañ souezh er selaouerien, dre c’hoari gant an tavioù (chut!)

. Plantañ souezh er selaouerien, dre implijout kemmoù-son trumm (don/skiltr, skañv/ ponner, buan/goustadik...)

. Implijout tonioù kozh, e liamm gant ar marv pe traoù skrijus (da skouer « Dies Irae »)

. Lakaat pozioù skrijus...

Ur sonaozour gall eo Hector Berlioz. Ganet eo bet d’an 11 a viz Kerzu 1803 e La Côte-Saint-André, e departamant an Izer. Marvet eo d’an 8 a viz Meurzh 1869 e Pariz. Ur sonaozour romantel europat eo, met eñ e-unan a gave dezhañ bezañ ur sonaozour klasel.

Ne blije ket atav e sonerezh d’an dud a veve en e amzer. Ar Requiem (1837) en doa graet kalz berz, met a-raok, ar Sinfonienn faltaziek (1830) a oa displijet d’an holl.

Pirates of the Carribean - Kraken battle
Original link
Dies Irae - Mozart - Requiem - Claudio Abbado
Original link
Gregorian Chant - "Dies Irae"
Original link
Night On Bald Mountain - Fantasia (1941) (Theatrical Cut)
Original link
Une nuit sur le mont chauve. Mussorgsky
Original link