4 Rock

Petra nevez gant ar rock ?


Solo gitar Marty en "Distro war-zu an dazont"
Seniñ a ra Marty Johnny B. Goode, tra ma pellgomz kaner ar strollad, Marvin Berry e anv, d'e genderv Chuck evit ma klevo ar "son nevez" a zeu gant Marty.
E fin ar ganaouenn e tilez Marty stil Berry evit kemer hini Jimi Hendrix (en ur c'hoari "gant e vlev" da skouer), hejañ a ra war al leur gant an inervet m'emañ. Paouez a ra da seniñ gant un notenn SKILTR ha PEURSKELTRET (= saturet).
(diwar Wikipedia)

Original link
Trois Matelots (Tour)
Evel-just, n'eo ket rock an dra-mañ ! Da voullañ, m'ho peus kollet ho follenn.
Bill Haley & His Comets - Rock Around The Clock (1955) HD
Ar ganaouenn-mañ zo "single" kentañ istor ar rock. D’an 9 a viz Gouere 1955, e oa niverenn 1 eus ar gwerzioù. Deuet eo da vezañ arouez ganedigezh ar rock’n’roll.
Original link
Pozioù Zombie (da voullañ m'ho peus kollet ho follenn)
Follennoù ar gentel, da bellgargañ ma kollit anezho !
 
Jimmy Hendrix hag ar Vro gozh
Jimi Hendrix (1942-1970)
Berzh en deus graet e-pad 4 bloaz nemetken war al leurenn. Trawalc’h eo bet dezhañ evit dont da vezañ ur soner mojennel. N’en doa ket e bar war ar gitar : e zoare da seniñ hag e efedoù-son a zo bet ur gwir dispac’h e bed ar rock.

Original link
Scorpions - Wind Of Change
Un arouez eo Wind of Change eus adunvaniñ bro-Alamagn, eus diskar moger Berlin hag eus diskar ar blokad komunour, e penn kentañ ar bloavezhioù 1990.
Original link