Penaos kaozeal dre ar sonerezh ?
An divizoù er sonerezh
Félix Mendelssohn Bartholdy - Kengerzad evit violoñs ha laz-seniñ e Mi leiañ, Opus 64
Original link
Vivaldi - Kengerzad evit mandolig e Do Muiañ RV425 - XVIIvet kantved
Original link

Er bomm-mañ e klever _______________ (familh ar c’herdin frotet) hag _______________. E-unan e son ar violoñs _______________ : ar soner anezhi zo _______________.

Pa vez e mod-se ur benveg solo eilet gant _______________ e c’heller divinout eo ar pezh sonerezh _______________.

_______________ ez a al lusk (an tempo) er bomm-mañ : 1añ pe 3de luskad ur c’hengerzad evit violoñs eo ar bomm-mañ eta.

* * * * *

ur c'hengerzad – ar gerzenn – ul laz-seniñ – buan – e-unan –
ur soloour – ur violoñs
Ul luskad : zo ul lodenn eus ur c’hengerzad.
Ul laz-seniñ : zo ur strollad ennañ binviji-sonerezh.
Ur soloour : zo ur c'haner pe soner benveg a son ar gerzenn e-unan.
Ar gerzenn = ar velodienn
Al lusk : zo tizh ar sonerezh (= an tempo). Gellout a ra mont gorrek, etre, buan.
Ar binviji dre c’hwezhañ : zo familh ar binviji a c’hwezher e-barzh, ennañ ar c’houevrelloù (trompilh...) hag ar ar c’hoadelloù (fleüt, klarinetenn...).
Ar c’herdin : familh ar c’herdin kravet (= piñset) (gitar, telenn...) hag ar c’herdin frotet (violoñs, gaolvioloñs...).
Ar binviji dre dos : familh ar binviji a skoer warno.
Ur bomm : zo un tamm tennet eus ar sonerezh.
An tutti : eo pa son asambles holl sonerien al laz-seniñ.

Ur sonaozour alaman eo Félix Mendelssohn (1809-1847). Gras dezhañ eo bet addizoloet sonerezh J.S.Bach hag a oa bet ankounac'haet goude e varv. Gant MENDELSSOHN eo bet savet an ton-bale-eured a glever bremañ en euredoù.
FATOU YO-karaoke SUNITATINA.wmv
Original link
Petra eo ur c’hengerzad ?
Ar c’hengerzad zo un oberenn sonet gant binviji nemetken, gant ur soloour ouzhpenn (a c'hell bezañ pe ur benveg, pe ur vouezh). Sonet e vez ar c’hengerzadoù gant lazoù-seniñ : n’eus kor ebet.
Teir lodenn zo en ur c’hengerzad, anvet int luskad.

Al luskad 1 (an hini kentañ) a ya buan

Al luskad 2 (an eil) a ya goustad

Al luskad 3 (an trede) a ya buan.
Scan Fatou Yo E Liv
Mercadante Flute concerto (Final)
Original link
Martha Argerich plays Ravel Concerto in G 2nd mvt.
Original link